Jean Robic

Livadur en enor da Jean Robic e Mur.

Jean Robic, ganet d’an 10 a viz Mezheven 1921 e Vouziers, e Bro-C'hall, en Ardennes, ha marvet d’ar 6 a viz Here 1980 en ur gwallzardoud karr-tan e Claye-Souilly, a oa ur marc’hhouarner breizhat. Lesanvet e voe “Biquet”, “Tête-de-cuir” dre ma wareze e benn gant un tokarn lêr, “Trompe-la-mort” ivez... Pa oa yaouank en doa bevet e Radeneg e-lec'h ma talc'he e dad ur stal marc'hoù-houarn. E anv zo bet roet d'ar straed ma oa an ti a oa o chom ennañ d’ar mare-se. Ur paotr tagnous e oa met karet e voe gant ar Vretoned koulz ha gant ar C'hallaoued war-lerc'h an Eil brezel-bed. Adalek 1945 ha 1954 e voe marc'hhouarner a-vicher. 38 vloaz e oa p'en doa redet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn evit ar wech diwezhañ.

E 1947 en doa gounezet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn hep bezañ gwisket ar roched velen e-kerzh ar redadeg. Pa oa o sortial eus Rouen, evit gwir, setu eñ, skoazellet gant Edward Fachleitner ha Lucien Teisseire, o pignat trumm gant ur grapenn, o lezel pell-pell war e lerc’h Pierre Brambilla, ar roched melen. Hag eñ da wiskañ ar roched melen e dibenn an tennad, ha Fachleitner en eil plas eus an Dro Frañs-se. Robic a soñje dezhañ e oa aet ar maout gantañ dre hantouriezh santez Anna, patromez ar Vretoned. Setu perak e profas e roched melen da vazilikenn Santez-Anna-Wened. Gallout a reer gwelet ar roched melen-se a oa bet gounezet gantañ hiziv er vazilikenn hiziv an deiz c’hoazh.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy